Pa vez goulennet diganin e pelec'h emaon o chom e respontan a-wechou emaon o chom en ur baradozig.
A-drugarez d'an Elorn, d'ar c'hoadoù eo plijus kenañ dont en-dro deus al labour d'ar ger e Forest-landerne.
Hogen ne zle ket bezañ ar Forest-Landerne ul lec'h divuhez, ur lec'h nemetken evit al lojeiz !
En em lakaet hon eus war ar renk evit an dilennadegoù kêr evit kinnig deoc'h traoù resis dres evit lakaat
an dud da vont en darempredoù etrezo.
Evit an dra-se e vo ret deomp labourat gant ar c'humunioù tro-dro deomp, aze e vo an dazont evit an traoù a sell ouzh ar sevenadur, ezhommoù ar familhoù .
Ni a zo o sonj ivez staliañ oberennoù sokial gwir evit ma c'hello pep hini bevañ gwelloc'h.
Pep tra a vo graet en ur wareziñ an endro, pouezus eo an dra-se evidomp-ni.
Neuze, evit ur gumun startijenn, kengret, ha doujañs ouzh an endro enni, votit « La Forest
autrement » !
Monique lagadec
-
Publié dans : Bienvenue
0
-
Recommander